Karta etik ha deontologiezh

Traduit de :
Charte éthique et déontologique
Autre(s) traduction(s) de cet article :
Ethics charter
Codice etico e deontologico
Forschungs- und berufsethische Grundsätze
Código de deontología

Evit bezañ sur e vez savet ha skignet an enklask skiantel gant anterinded, e ra ar gelaouenn À tradire. Didactique de la traduction pragmatique et de la communication technique gant ar reolennoù etik ha deontologiezh kinniget er garta-mañ. Goulenn a reomp gant izili hor poellgorioù, an oberourien hag an oberourezed, ar brizierien hag ar prizierezed ma plegint outo.

Awenet eo bet an teul-mañ gant erbedoù ar poellgor Committee on Publication Ethics (COPE), gant ar c’hod Code de conduite européen pour l’intégrité en recherche bet savet gant an ALLEA, gant alioù poellgor etik ar CNRS (Comets, hag e-touez traoù all e sturlevr Pratiquer une recherche intègre et responsable hag e garta Charte nationale de déontologie des métiers de la recherche hon eus labouret ganto), gant teulioù bet savet gant ar poellgor Comité pour la science ouverte, hag ivez gant kartaoù kelaouennoù all, en o zouez hini ar gelaouenn Humanités numériques a drugarekaomp.

Engouestloù ar poellgor embann

Engouestlet eo ar poellgor embann evit ma vefe dibabet ha priziet ar c’hinnigoù hervez ur prosezadur spis ha difrae, hervez ar pennreolennoù bet embannet en argerzh embann war lec’hienn ar gelaouenn. Karget eo peurgetket da lakaat an termenoù embann meneget er galvoù da skrivañ da vezañ heuliet.

Da gentañ e vez gwiriet gant skipailhad ar gelaouenn ez eo reizh ar c’hinnigoù (testennoù azas o zemoù da zomanioù ar gelaouenn hag o stumm da zoareoù furmel un embannadenn skiantel dre vras). Da heul e vez priziet pep testenn en un doare dizanv – ar brizierien hag ar prizierezed ne anavezont ket identelezh an oberourien hag an oberourezed, hag ar c’hontrol a zo ken gwir all. War ziv briziadenn da nebeutañ e vo harpet an divizoù embann. An testennoù n’int ket pennadoù-skrid skiantel met a vo embannet e rubrikennoù all a vo priziet e diabarzh ar poellgor embann.

Ne vo ket skignet titour ebet war an testennoù kinniget d’ar gelaouenn er-maez eus ar poellgor embann, nemet d’an oberourien ha d’an dud karget eus ar priziañ.

Asuriñ a ra ar poellgor embann e vez prevez argerzh ar priziañ, ha dreist-holl e chomo dizanv ar brizierien. Evit anzav perzh ar brizierien e vez embannet o listennad bep bloaz hep na vefe liammet o anvioù gant ar pennadoù bet priziet ganto.

Gwiriañ a ra ar poellgor embann e klask ar priziañ bezañ objektivel ha diuntu.

En e zivizoù e kemer e kont ar poellgor embann ar redioù e-keñver lezenn diwar-benn ar gwallvrudañ, gwallañ ar gwir oberour hag ar fripañ. Gallout a raio ar poellgor peursellout ouzh ar pennadoù gant ur meziant diskoachañ ar fripañ. Studiet ha burutellet e vefe e zisoc’hoù neuze. Ma vo bet amprestet kalz a zanvez digant labourioù all hep na vefe bet meneget ar mammennoù evel ma vefe dleet e vo nac’het ar c’hinnig.

Ma vo breud e vo goulennet kuzul gant holl izili ar poellgor embann hag ar poellgor skiantel.

Dindan un aotre-implijout Creative Commons doare BY (skignañ hag eiladuriñ frank gant ar redi da venegiñ an oberour kentañ hag ar vammenn) e vo embannet an testennoù.

Engouestloù an oberourien hag an oberourezed

Kinnig a ra an oberourien hag an oberourezed d’ar gelaouenn testennoù skrivet e galleg, e saozneg pe en ur yezh all bet dibabet gant an oberour (gant ma vo posupl lakaat an destenn da vezañ priziet er yezh-mañ), diembann ha na vint ket kinniget da gelaouennoù all na pa vint o vezañ priziet gant À tradire, na pa vint bet degemeret. Ma vo bet roet an aotreoù d’an oberourien ha ma vo bet lakaet sklaer petra eo o mammenn e embanno ar gelaouenn an troidigezhioù a vo kinniget dezhi, da heul an argerzh embann boutin ma vo dav.

Menegiñ a reont penaos eo bet arc’hantaouet o labour.

Skrivañ a reont sklaer war beseurt labourioù ha danvez ez eo diazezet o zestenn, o venegiñ an dud hag ar mammennoù dleet. Dezho eo da gaout ar gwirioù eiladuriñ ret.

E listennad kenoberourien ur pennad e vo meneget an dud o deus kemeret perzh e meizañ an enklaskoù kinniget, en akuizitañ, prientiñ pe dielfennañ ar roadennoù, pe e burutellañ ha kinnig an disoc’hoù. Ma vefe douetañs, pe evit diforc’hiñ ar genoberourien diouzh ar berzhidi a vo meneget en trugarekadennoù e c’hell an oberourien gweladenniñ ar bajenn CoopIST gant ar Cirad pe c’hoazh da skouer ar brastres kinniget e Perry & Mittelmark (2008). Lakaet e vo ar c’hriterioù-mañ da dalvezout hep kemer e kont statud micherel an dud o deus kemeret perzh : enklaskerien, kelennerien, studierien, tud a-vicher, tud dedennet gant an dachenn pe amatourien n’int ket emezelet en ur skol-veur, hag all.

Pa vez meur a oberour evit ur pennad e raio an hini a vo e darempred gant ar gelaouenn diouzh ma vefe bet adlennet ha gwiriekaet stumm ar pennad kinniget d’ar gelaouenn gant an holl dud o deus kemeret perzh. Memes mod, ma vo graet cheñchamantoù bras d’an destenn e-pad argerzh ar priziañ ha betek an embann e ranko an holl genoberourien bezañ kelaouet. Ar gelaouenn À tradire. Didactique de la traduction pragmatique et de la communication technique a ginnig ouzhpenn d’an oberourien ober gant an daksonomiezh CRediT evit menegiñ an holl berzhioù bet kemeret (gwelout ar c’hemennoù d’an oberourien hag o stagadenn).

Ma vefe gwelet gant ar gelaouenn goude an embann e vefe fazioù bras en ur pennad e c’hello neuze goulenn gant an oberourien reizhañ ar fazioù en un destenn reishaat a vo staget ouzh an destenn embannet. Memes mod, ma vefe gwelet gant an oberourien goude an embann e vefe fazioù bras en o fennad e vefe dezho da gelaouiñ buan ar gelaouenn ha da bourchas danvez un destenn reishaat. En degouezhioù pellañ e vo posupl tennañ kuit un destenn : ne chomfe neuze nemet ar metaroadennoù asambles gant un notenn a-berzh ar gelaouenn.

Engouestloù ar brizierien hag ar prizierezed

Gwarantiñ a raio ar brizierien hag ar prizierezed prevezded an destenn fiziet enno. Ne vo ket degemeret e mod ebet e vefe implijet pe treuzkaset elfennoù diwar ar pennad (bommoù, disoc’hoù, roadennoù, h. a.) e lec’h all a-raok e embann.

Disklêriañ a reont diouto o-unan forzh peseurt susped a genstok interestoù : bezañ tost er memes ensavadur, kenlabour a-vremañ pe tremen, embannadur asambles, kevezerezh micherel, darempred a urzhaz (evel renerezh ur memor skol-veur) pe darempred personel a c’hellfe ober gaou da galite ha da zizalc’hiezh ar priziañ.

Pa asantont d’ober ar briziadenn e tisklêriont o deus ar barregezhioù ret hag en em engouestlont da gas o friziadenn d’an termen dereet.

Disklêriañ a reont en o friziadenn, ar muiañ ma c’hellont, amprestoù a vefe graet digant labourioù enklask all ha ne vefe ket meneget o orin, ha pa vefe embannet pe diembann al labourioù-se.

Arguzennet ha madelezhus e vo an ali a roont, e bal gwellaat ar pennad-skrid. Ne vo ket asantet e vefe taget an dud e mod ebet.

Klask a ra ar brizierien tostaat ouzh ur briziadenn objektivel ha diuntu. Ne vo aotreet gwall zisparti ebet diwar an orin kenelel, ar reizh, an durc’hadur revel, ar c’hredennoù relijiel pe ar menoioù politikel. Ne vo graet gant ar vroadelezh, an emezeladur en un ensavadur pe ar statud micherel evel kriterioù priziañ nemet ma ’z eo talvoudus an titouroù-se a-fet skiant.

Engouestloù ar poellgor skiantel

Roll ar poellgor skiantel a zo anezhañ gwiriañ e vefe doujet ouzh al linenn stur ha prederiañ war hec’h emdroadur war an hir dermen. Priziañ a ra politikerezh an embann ha palioù skiantel ar gelaouenn bep an amzer, kement hag he flas e-keñver kelaouennoù all er memes domani.

Traducteur

Lena Catalan-Marcos

Droits d'auteur

Licence Creative Commons – Attribution 4.0 International – CC BY 4.0