Linenn stur

Traduit de :
Ligne éditoriale
Autre(s) traduction(s) de cet article :
Editorial policy
Linea editoriale
Línea editorial
Publizistische Leitlinie

Ar gelaouenn À tradire. Didactique de la traduction pragmatique et de la communication technique a zo he fal embann testennoù a bep seurt, peurgetket pennadoù skiantel diwar-benn kelennouriezh an treiñ pragmatek hag ar c’hehentiñ teknikel. An anv hollek-mañ a dalvez – ha n’eo ket klok na strizh al listennad – ar micherioù a skriver teknikel, troer, jubennour, adwelour, kontroller war ar c’halite, lec’hierour, goude-embanner, penn raktres yezhel, skriver web, difazier, ijinour yezhel, kuzulier, treuz-krouer, hag all hag all. E berr gomzoù e studio hag e tegemero ar gelaouenn kement skrid a intento ouzh stummadur danvez labourerien ar yezh.

Strivañ a raio neuze ar skipailh evit ma vefe kalonekaet ar re a gaso enklaskoù dreist-holl war ar c’hehentiñ teknikel, ar merañ raktresoù ha micherioù all ne vezont ket meneget kalz c’hoazh en embannadurioù hon domani ha nebeutoc’h c’hoazh gant sell ar gelennouriezh.

Dizanv e vo ar priziadennoù graet eus an testennoù skiantel gant ar poellgor lenn, koulz evit an oberourien hag evit ar brizierien. An testennoù a seurt all, a ’z aio d’ober rubrikennoù all e pep niverenn, a vo studiet gant ar poellgor embann. Gallout a raio bezañ distroioù war ul labour graet (dielfennañ enklaskoù da skouer), notennoù lenn, danvez kelenn (dielfennañ, danvez savet evit ar c’helenn rannet gant o oberourien), sav-poentoù (tud a vicher diwar-benn ar stummadurioù pe studierien diwar-benn ober ar micherioù emaint o teskiñ, da skouer), troidigezhioù testennoù a-bouez e tachenn skiant an treiñ hag ar skrivañ graet gant studierien, h. a.

Ar poellgor embann a zo e bal kinnig bep bloaz un niverenn da nebeutañ, enni un teuliad war un tem bennak ha testennoù all liammet ouzh an tem dibabet pe ouzh nevezentioù an domani. Gallout a raio goulenn gant embannerien skiantel e kenlabourfent gantañ. Ganto eo neuze e vo skridaozet ar galv da skrivañ, savet an teuliad skiantel hag ivez, asambles gant ar poellgor embann, aozet an niverenn en he fezh. E mod all e c’hello ivez ar poellgor degemer skridoù skiantel er-maez eus tachenn an teuliad skiantel pe diwar-benn perzh an treiñ pe ar c’hehentiñ skiantel er gelennouriezh, da skouer (varia). Evit an teuliad skiantel pe e varia e studio ivez troidigezhioù pe em-droidigezhioù pennadoù skiantel kinniget gant enklaskerien a fello dezho e mod-se skignañ o labour en ur yezh disheñvel eus an embannadur kentañ.

Un embann frank ha digoust war skor niverel nemetken a zo bet dibabet ober diouzhtu. Bihanaet e vo neuze ar redioù arc’hant liammet gant an hirder. Gallout a raimp embann nebeut a bennadoù e pep teul met ken hir ha ma vo dleet, o toujañ ouzh ar bevennoù meneget er c’hemennoù d’an oberourien.

Fell a ra ouzhpenn d’ar gelaouenn, dezhi ur politikerezh yezh lakaet sklaer e penn-kentañ ar c’hemennoù d’an oberourien, adlavar pegen pouezus eo al liesyezhegezh evit ar skiant, kinnig d’an enklaskerien dedennet gant kelennouriezh hor micherioù ul lec’h evit embann o skridoù hag o freder e galleg, ouzhpenn bezañ an digorañ posupl da yezhoù all, o toujañ ouzh an argerzh embann, oc’h ober gant an treiñ (sintetek) gant ar pal skignañ ha kreskiñ niver al lennerien.

Digor eo d’an holl dud dedennet gant al linenn stur-mañ, pa vefent kelennerien-enklaskerien, kelennerien, enklaskerien, tud a vicher pe studierien. Fell a ra dezhi bezañ ul lec’h eskemm etre oberourien argerzh ar stummañ, klask kinnig doareoù evit ma vefe eus an eskemmoù-se ha studiañ forzh peseurt ali roet gant he lennerien ha perzhidi evit ma ’z afe war wellaat.

Traducteur

Lena Catalan-Marcos

Droits d'auteur

Licence Creative Commons – Attribution 4.0 International – CC BY 4.0