Argerzh embann

Troet diwar :
Processus éditorial
Troidigezh(ioù) all :
Editorial process
Processo editoriale
Publikationsprozess
Proceso editorial

Kinnig pennadoù

Evit bezañ priziet e tegemer ar gelaouenn À tradire an holl destennoù diembann, skridaozet e galleg, e saozneg pe en ur yezh all dibabet gant an oberour, gant ma vo posupl lakaat an destenn da vezañ priziet er yezh-mañ (gwelout politikerezh yezh). Degouezhout a ranko an testennoù e skridaozerezh ar gelaouenn (articles[e]atradire.fr) dindan stumm ur skridtretamant dizanv, asambles gant ur restr all enni ar metaroadennoù. Rankout a raio an oberourien darempred eilañ ha pegañ ar frazenn-mañ en o c’hemennadenn :

Gant ar gemennadenn-mañ e testeniekaan ez eo bet lennet karta etik ha deontologiezh ar gelaouenn ganin ha gant ar genoberourien ma vez anezho hag e savomp a-du ganti hep mar na marteze.

Lennet e vo neuze ar pennad e-barzh ar poellgor embann a zivizo hag e c’hello bezañ degemeret : gwiriet e vo ez eo klok (diverradenn, gerioù-alc’hwez, emezeladur an oberour, daveoù levrlennadur), e klot gant tachenn skiantel ar gelaouenn hag he linenn stur.

Prosezadur priziañ

Ober a ra ar gelaouenn priziadennoù dizanv, koulz evit an oberourien hag evit ar brizierien. Pa vez degemeret kinnig ur pennad da vezañ priziet e vez dizanvet. Da heul e vez priziet gant daou zen arbennik diavaez, bet dibabet gant ar poellgor embann.

Ur furmskrid priziañ (gwelout stag) gantañ kriterioù priziañ a vez kaset da bep den arbennik diouzhtu pa sav a-du da gemer atebegezh priziañ un dornskrid. Ret eo termeniñ da gentañ pegen dibar eo ar pennad, petra a vez degaset gantañ d’an enklask war demoù ar gelaouenn, pegen rik eo e arguzenniñ, hag anavezet eo al lennegezh arbennik war an tem, ha reizh ha sklaer eo e zoare-skrivañ, ha pegen reizh eo danvez ar pennad e-keñver kefridi ha palioù ar gelaouenn.

Strizh e vez doujet ouzh ar priziañ dizanv doubl ; ret eo evit ma vefe rik. Diviz a ra ar poellgor embann hag e vo embannet ur pennad (pe get) hervez an div zanevell priziañ. Ma vez ret dibab etre div briziadenn gontrol e c’heller goulenn ali un trede den arbennik diavaez.

An termen evit resev an diviz goude kinnig ar pennad a zo war-dro tri miz. An holl oberourien, ma vefe bet degemeret pe nac’het o zestenn, a resev an div briziadenn pe ur sintezenn anezho, evit reiñ abeg d’an diviz kemeret gant ar poellgor embann.

Teul stag

  • Furmskrid priziañ
    (application/vnd.openxmlformats-officedocument.wordprocessingml.document | 51k)

Troer

Lena Catalan-Marcos

Gwirioù oberour

Licence Creative Commons – Attribution 4.0 International – CC BY 4.0